Annwn - El Parrez Langonned paroles de (lyrics)

[Annwn - El Parrez Langonned paroles de lyrics]

Kenavo ma zad, ma mamm kenavo mignoned
Kenavo deoc’h tud yaouank
Eus parrez Langonned

Ne oa ket roet din ar choaz
Dav oa din partiel kaset oan war ar mor bras
Kuitet ma Breizh-Izel

Me oa-me gwall glac’haret
′Vont d’ober ma servij
Lesket ′moa e Langonned
Fleurenn ma yaouankiz

Lesket ′moa e ti he mamm ma mestrezig karet
Kaset oan d’an Oriant ha du-se oan gwisket

Berv e oa ma daoulagad an ael oa uhel
Barzh an neñv e oa stеred
Daole din sklerijеnn

Ma vijen bet e skolioù


’M bije skrivet ul lizher
’Vit kontañ ma holl boanioù
Ha ma brasañ mizer

An eostig save d’al lein ha gane melodi
Kavet din ma Breizh-Izel
Erru oan ’barzh ma zi

Kentañ hini ’m boa kavet oa ’vatezhig vihan
Ha ganti ’m boa goulennet
Kemenn ma plac’h yaouank

En ur glevet kement-all
Me oa chomet souezhet
’C’haloupat da benn kêr all
Du-se em boa gwelet

Ha bezet gourc’hemenet
C’hwi holl merc’hed yaouank
’Man doganet ar baotred
’Vont da servij Bro-Frans

Interprétation pour


Ajouter une interprétation

A B C D E F G H I J K L M N O P Q R S T U V W X Y Z #
Interpréter